Ger ar penn-listenn

Kemer a ran perzh e kuzul-kêr Kawan abaoe bloavezhioù, gant kalon. Atav am eus bet c'hoant da reiñ en-dro d'am c'humun ar pezh he deus degaset din.

Asambles gant Pierre-Yvon Trémel ha goude gant Pierre-Yves Nicol em eus prenet skiant war ar mod da verañ ar gumun, pa oan e-karg eus ar budjed pe eus ar c'helaouiñ hag ar c'hehentiñ. Goulenn a ra al labour-se siriusted, treuzwelusted hag ur c'hoant da vezañ e servij an holl.

Desket em eus ivez ez eus ezhomm eus estroc'h evit ur muiañ-niver en ti-kêr da reiñ buhez d'un tiriad : dont a ra ivez eus ar bihan-niver hag eus an holl annezidi. Alese e fell din kinnig d'an holl kemer perzh da vat, reiñ tu da bep hini da reiñ e soñj en divizoù bras evit dazont ar gumun, en tu all da badelezh ur respetad.

Digresket eo levezon Kawan e LTK* hiziv-an-deiz, kollet mo oa bet ur bez-prezidantelezh strategel. A-drugare d'am skiant-prenet, d'am darempredoù er gumuniezh-kumunioù, e fell din reiñ da Gawan he flas en-dro ha kelaouiñ ac'hanoc'h ingal eus divizoù LTK. Ret eo d'an ensavadur-se bezañ tostoc'h ouzh an dud.

Bremañ e c'hallomp dieubiñ an energiezhioù, reiñ ur pal nevez, un nerzh nevezh da Gawan, troet war-zu an dazont.

Tremen a ra ar maouezed hag ar wazed. Met ar pezh a savomp a chom. Setu perak e fell din, evel penn-listenn, kregiñ da brientiñ an traoù diouzhtu evit ma vo prest tud all da gemer ar c'harg, gant sioulded hag efedusted, evit ar mad hollek a hir dermen.

Plijadur am bo ouzh ho kavout emberr war hentoù Kawan.

* LTK (Lannion-Trégor Kumuniezh) : ar gumuniezh-kumunioù omp perzh anezhi.